Raymond Queneau e brezhoneg !

Communiqué de presse publié le 3/05/14 18:56 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Piv e touez ar skrivagnerien a-vremañ a c'hell lakaat an dud da c'hoarzhin o skrivañ e brezhoneg ? Yann Gerven an hini eo.

Daou zen warnugent e-barzh ti Magdi, ti-annez ar Pouldu boaz da zegemer skrivagnerien, sonerien, tresourien, aktourien ha kanerien.

'Tal kichen ar mor, dirak al Laita, setu ur strollad tud iskis, a bep seurt oad ( etre 20 ha 91 bloaz), heñvel memestra evit ar pezh a sell ouzh ar c'hoant da vont war raok e brezhoneg ha da gaout plijadur da skrivañ ha da grouiñ e yezh ar vro.

Aze oa bet kinniget gant Yann Gerven ur boelladenn : adskrivet e oa bet gantañ ur pennad tost a-walc'h ouzh «Exercices de style» skrivet gant Raymond Queneau. Ha pep hini da glask lakaat ar pennad gant pikoù estlamm forzh pegement, gerioù gros, gerioù saozneg ... Ha pliijadur bras zo bet gant ar stajidi !

An destenn diazez :

«Er mintin-mañ em boa gwelet ar paotr-se gant ur bermuda, ur roched wenn hag ur gravatenn. Ur saoz, moarvat. Dirak an ti-post e oa, o tennañ arc'hant. Dek munut goude e oa o c'houlenn had pato digant ar marc'hadour hajoù ; n'eo ket mare an had pato ken, ha chikan a oa etreze.

E fin ar marc'had, bepred, e oa ar memes paotr o tiskouez ur sac'had un dra bennaket da gwreg Per Duedal. Tostaet e oan, ha pesort kaoz e oa etreze ? Brezhoneg !»


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 3 ?