Ya d'ar brezhoneg : bilañs ha kinnigoù nevez

Communiqué de presse publié le 23/04/14 16:40 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg. (OPLB / OPAB)
t:1
https://abp.bzh/thumbs/33/33624/33624_1.jpg

D'an 22 a viz Ebrel 2014 e oa bet kinniget stumm nevez Karta Ya d'ar brezhoneg e Klub ar Gazetennerien e Roazhon.

10 vloaz zo e oa bet digoret ar garta “Ya d'ar brezhoneg” d'ar strollegezhioù publik evit ar wech kentañ. 10 kumun a oa bet bodet e Pondi e penn-kentañ. Hiziv eo 167 o deus votet un divizadeg da lakaat e pleustr ar garta kinniget gant an Ofis Publik. Berzh zo bet graet rak 1 Breizhad diwar 3 a vev en ur ur gumun “Ya d'ar brezhoneg” bremañ.

Evit Ajañs Diorren an Ofis Publik a heuilh an teuliad-se eo ul labour a bouez : ouzhpenn 1000 emvod zo bet gant ar c'humunioù-se ha 835 ober zo bet kaset da benn a-drugarez d'ar skoazell degaset gant an OPAB. En tu all d'ar sifroù-se eo kalite an divyezhegezh a zo bet gwellaet ivez evit kinnig ur servij heñvel d'an dud en 2 yezh.

Nevesaet e oa bet ar garta e 2008 c'hoazh. Ur 4e live ha 12 ober nevez a oa bet ouzhpennet d'ar mare-se. E 2014 e oa erru ar mare da gemmañ ar garta adarre. 15 ober nevez zo kinniget, lod anezho evit mont da heul al lezennoù nevez (Prantadoù an Obererezhioù Troskol al lezenn Peillon da skouer), lod all da vont war dachennoù da gas ar brezhoneg pelloc'h warno (ar magourioù dre soubidigezh, ar buheziñ e ti ar re gozh). Ment ar c'humunioù a vo kemeret e kont muioc'h ivez, da gaout palioù e-keñver diorren ar c'helenn divyezhek dreist-holl.

Da ziorren plas ar yezh er servij kinniget d'an dud e vo broudet an tiez-kêr da duta implijidi divyezhek war tachenn ar skolioù (skoazellerezed-mamm), ar vugaligoù (magourioù) hag ar c'hreizennoù-dudi.


Vos commentaires :
Samedi 27 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.