Pazenn nevez ar rannvroelaat : Kevre Breizh a c’halv da vanifestiñ e Naoned evit Adunvanidige

Communiqué de presse publié le 4/04/14 19:42 dans Cultures par Tangi Louarn pour Tangi Louarn

Pa 'z eo bet kemennet ur bazenn nevez evit ar rannvroelaat gant Prezidant ar Republik e c'halv Kevre Breizh, kenaozadur kevredigezhioù sevenadurel Breizh, ar Vretonezed hag ar Vretoned da gregiñ e-barzh e kement bro evit mont da vanifestiñ d'ar Sadorn 19 a viz Ebrel e Naoned (plasenn Vreizh da 3 eur abardaez) evit adunvaniñ Breizh, ur Vreizh demokratel, buhezek, liesseurt ha kengred evit sevel hon dazont asambles.

Pa vez ar galloud politikel ha melestradurel muioc'h-mui teknokratel ha pell eus an dud, ur cheñchamant Gouarnamant ne c'hello ket respont d'ar pezh a c'hortoz ar boblañs. An doare da ren, ar mod da aozañ ar vro eo a rank bezañ cheñchet evit ma vo ar c'heodedour tostoc'h eus ar galloud, evit ur Republik doujus d'he broioù hep kuzhat na treuzwiskañ an istor.

Kentoc'h eget rannvroioù melestradurel hep gwriziennoù, evel Broioù al Liger, pe ur c'hendeuz rannvroioù, e rank an demokratelezh bezañ soliet war rannvroioù evel Breizh istorel he femp departamant a zo dezhi an tu da gas war-raok ur raktres bro gouest da dalañ ouzh an ezhommoù ekonomikel, kevredigezhel, sevenadurel hag ekologel.

O vanifestiñ niverus en Naoned, sioul, laouen ha seder, met gant ur youl start, e tiskouezimp e fell deomp e vefe anavezet Breizh en hec'h identelezh liesseurt hag a vent denel, gant ar galloudoù da zivizout eus he dazont a-stroll e framm ur Stad c'hall hag Europa demokrateloc'h, digoroc'h ha kengredusoc'h.

KEVRE BREIZH

6 plasenn Gwirioù Mab-den / Place des Droits de l'homme,

Ti ar Vro - 29270 Karaez / Carhaix

Pgz/Tél : 02 98 73 20 58

kevre.breizh@orange.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 8 ?