Dorioù digor e skol bublik Diwan Karaez, d'ar 4 ha d'ar 5 a viz Ebrel 2014

Agenda publié le 31/03/14 2:04 dans Cultures par Stéphanie Le Flem pour AEP skol Diwan Karaez
t:0

Hent-dall ar Poull-kannañ 29270 Karaez

02 98 93 33 66 ; skoldiwankaraez@wanadoo.fr

Gwener 4 a viz Ebrel : etre 9eur ha 6eur d'abardaez

Sadorn 5 a viz Ebrel : etre 9eur ha kreisteiz

Laouen eo skolaerien, implijidi ha kerent Skol Diwan Karaez o pediñ ac'hanoc'h dont d'ober anaoudegezh gante ha gant o skol bublik da geñver an devezhioù "dorioù digor" a zeu.

E-giz kustum e vo digarez da welet ar salioù, peseurt aergelc'h a ren enne, ha pegen efedus eo ar c'helenn brezhonek dre zoubidigezh evit ar vugale.

Aozet e vo atalieroù hag abadennoù a bep seurt.

Deuit niverus, dre guriüsted pe dre interest !

Mar faot deoc'h goût hiroc'h diwar-benn an divyezhegezh abred, it da selaou an arbennigour Gilbert Dalgalian a gaso ur brezegenn d'ar 1añ a viz Ebrel, da 8 eur noz, e Ti an embregerezhioù, bd Jean Moulin. Roet e vo ar gaoz d'an dud er sal goude. Digoust.


Vos commentaires :
Vendredi 10 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.