Konkour bannoù treset : d'ho kraionoù !

Communiqué de presse publié le 27/03/14 16:41 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/33/33373/33373_1.jpg
Tresadenn gatn Asisko, prezidant ar juri

Ur bajenn hepken da grouiñ evit al lennerien Louarnig, e liv pe e gwenn ha du, evit ar c'hentan konkour bannoù treset e brezhoneg

Piv oar e vez daouezeg bannoù treset savet pep bloaz en euskareg ? Hag e brezhoneg ? Troidigezhioù Titeuf, Kid Paddle... Setu perak ar gevredigezh fea, asambles gant Asisko, arzour bro Euskadi hag an ti-embann Keit Vimp bev en doa ijinet ur genstrivadeg. Ret e vo neuze :

- sevel ur bajennad (ur «blankenn», ma faot deoc'h) evit ar re yaouank 10/12 vloaz

- kas anezhi dre bostel e pdf da afea@laposte.net a-raok d'an 12 a viz Mae 2014

- kemer perzh (n'eo ket ur redi) d'ar staj digoust a vo er Pouldu d'an 28 ha d'an 29 er Pouldu gant Christophe Babonneau

- gortoz disoc'h ar juri evit gouzout ma vo 200 euro evit ar c'hentan priz, pe 100 euro evit an eil priz, pe evit dizolein traoù brav graet e brezhoneg amañ !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 6 ?