Ur baleadenn e brezhoneg er Groazig d'ar Sul 6 a viz Ebrel

Agenda publié le 26/03/14 12:51 dans Cultures par Julia THEPAUT pour Julia THEPAUT
https://abp.bzh/thumbs/33/33365/33365_1.jpg

E-kerzh sizhunvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg e kinnigomp deoc'h un devezh dudius er Groazig. Deuit da zizoleiñ ur geriadenn leun a chalm !

War roll an devezh :

9e45 : Degemer dirak al levraoueg er Groazig (straed Jean Rousseau)

10e30 : Prezegenn diwar-benn Ar Groazig

11e30 : Baleadeg war ar maez er Park Penn-Avel

12e30 : Pred gant sonerezh : gitar, accordeon, biniou... Degasit an digor-kalon hag ho poued

1e30 : Roidigezh titouroù ar rallye

2e : Disparti ar rallye

5e : Echu ar rallye!

Muioc'h a ditouroù ha enskrivadurioù gant Pêr-Andrev (06.80.03.81.37 pe pfoix@hotmail.com) pe gant Kentelioù an Noz (kenteliouannoz@gmail.com).

Sur e vo un devezh dispar, ha n'eo ket marteze ! Posupl eo kenweturiñ eus Naoned, kit e darempred ganeomp !

Kentelioù an Noz, 13 straed ar Breolimer, 44800 Sant Ervlan ; tél : 02.40.20.39.74 ; breton-nantes.org ; kenteliouannoz@gmail.com


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 3 ?