Ar Skrivadeg e Naoned da Sadorn 5 a viz Ebrel

Agenda publié le 25/03/14 12:07 dans Langues de Bretagne par Julia THEPAUT pour Julia THEPAUT
https://abp.bzh/thumbs/33/33340/33340_1.jpg

Aozet e vez ar Skrivadeg, e brezhoneg, er pemzek kêr bennak e Breizh hag ivez e Pariz ha Bayona. Bodañ a ra e-leiz a vrezhonegerien. Un darvoud foran ha digoust eo, e-lec'h ma vez kavet tud a bep seurt hag a bep oad. Bugale ar skolioù, skolajoù, liseoù divyezhek ha Diwan hag ur bern tud deuet a gemer perzh enni. Un emgav a-bouezh eo evit yezh ar vro, hag ivez ha dreist-holl, ur mare plijus evit en em gavout gant brezhonegerien ha tud plijet gant ar sevenadurioù keltiek.

D'ar Sadorn 5 a viz Ebrel e vo aozet tro gentañ ar Skrivadeg e sal an Ingalded (6 bali Léon Jouhaux, Naoned) adalek 2e. An 3 den barrekañ eus pep live a c'hello kemer perzh er gourfenn, d'ar Sadorn 21 a viz Mezheven e Gwened.

Goude ar strivoù, amzer ar prizioù : kinniget e vo deoc'h abadennoù dibar gant strolladoù c'hoariva ha kanañ Kentelioù an Noz !

Profoù a vo evit ar re az aio ar maout ganto (hag ivez evit ar reoù-all ! ) hag ur merenn-vihan evit an holl !

Ur bern profoù zo bet fiziet ennomp da c'hoartoz bezañ profet deoc'h : plasoù evit sonadeg Têtes-Raides (Stéréolux, Naoned), mont-tre 2 zevezh evit gouel Eurofonik (Le Nouveau Pavillon, Naoned), plasoù ha profoù roet gant festival de Cornouaille (Kemper), hag ivez mont-tre evit gouel Mamm Douar (kevredigezh Ingalañ), profoù roet gant Festival du Bout du Monde (Quai Ouest, Brest), koumanantoù ha levrioù profet gant Bretons (Gwenn ha Du, Gwened), gant Keit Vimp Bev, kelaouennoù #brezhoneg (Skol an emsav, Roazhon), levrioù profet gant Gweladenn (Sant-Nazer), ul livadur gant Armel le Sec'h hag ur bern souzadennoù c'hoazh !

Lakait hoc'h anv an abretañ ar gwellañ : deuit e darempred gant Kentelioù an Noz (02 40 20 39 74 ; kenteliouannoz@gmail.com ; KANN, 13 straed ar breolimer, 44800 SAINT-HERBLAIN).

Deuit niverus ! Plijus tre e vo evit an holl ! Digoust.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 5 ?