Bilañs an oberenn « dilennadegoù-kêr 2014 hag ar brezhoneg »

Communiqué de presse publié le 24/03/14 17:32 dans Politique par Collectif pour Collectif
https://abp.bzh/thumbs/33/33328/33328_1.jpg

E deroù miz Genver 2014 en deus boulc'het ar strollad Ai'ta !, hag a zifenn ar brezhoneg, gant sikour 7seizh.info, ur c'houlzad war‐zu an dud war ar renk evit an dilennadegoù-kêr. Pal an oberenn‐mañ a oa goulennata anezho diwar-benn ar brezhoneg : petra a raint evit hor yezh ma vint dilennet ?

Ar wech kentañ e oa e vefe aozet ur c'houlzad evel‐se a live Breizh. Hag evit un taol kentañ eo un taol kaer, gant tost 600 listenn goulennataet e ouzhpenn 250 kumun e 5 departamant Breizh. Tamm ha tamm ec'h erru deomp ar respontoù, hag embannet e vezont war lec'hienn ar c'houlzad :

(voir le site)

M'eo brav an disoc'h eo a-drugarez d'an toullad keodedourien dre ar vro a‐bezh o deus kemeret perzh. Kement‐mañ a ziskouez ur wech c'hoazh eo prederiet ar vretoned gant dazont ar brezhoneg. Hag an dud dilennet dre ar vro o deus galloud evit ober ma chomo bev, ur giriegezh vras o deus eta.

Brasoc'h c'hoazh eo o c'hirrigezh pa ouier bremañ n'en deus tamm pouez ebet ken an arguzenn a lavar eo koustus lakaat e pleustr ur politikerezh yezh !

Ar strollad Ai'ta ! en deus tapet ur studiadenn bet kaset da benn e kumun Pleskob (Morbihan, 4 800 annezad) evit priziañ pegement e koust dezho lakaat e pleustr ar garta « Ya d'ar brezhoneg » (al live 3 o deus tapet, hag a‐raok pell e vo tizhet ganto al live 4, an hini uhelañ).

Er studiadenn-mañ ec'h embanner splann penaos e koust dezho war-eeun 1 078 ¤ bep bloaz evit lakaat e pleustr ar garta. Da lavaret eo 0,013% eus holl dispignoù ar gumun !

Ne vo ket posubl ken diskleriañ e c'hellfe ar brezhoneg lakaat budjed ur gumun, ur gumuniezh kumunioù pe un tolpad‐kêrioù da vont a‐dreuz !

N'eo ket re ziwezhat c'hoazh evit al listennoù zo dale ganto da gas ho respontoù diwar‐benn an doare da ziorren ar brezhoneg en o c'humun.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 8 ?