il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /3316.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:1
https://abp.bzh/thumbs/33/3316/ici_rbi.png

Ouzhpenn 28 vloaz bremañ emañ Diwan o pleustriñ gant ur servij kelennadurezh e brezhoneg abalamour da vankoù an Deskadurezh Stad. Evel ma vez graet en holl skolioù a implij pedagogiezh ar soubidigezh yezh, ne vez ket sellet ouzh ar yezh evel un danvez kelenn met kentoc’h evel un doare evit eskemm, evel pa vefe ur media "leun-amzer".

Ul lec’h a-bouez eo ar skol evit deskiñ hag eskemm, hogen kement mare e buhez ar vugale hag an dud vras a zo tro ivez da eskemm e brezhoneg : lenn, c’hoari, sellet ouzh abadennoù, sportoù, internet, kan, kreizennoù vakañsoù, skinwel, skingomz...

Setu perak e soñj Diwan ez eo a-bouez-kenañ e vefe eus ar skingomzoù brezhoneg. Meur a skingomz kevredigezhel, gant nebeud a dra, o deus diskouezet e oa ar servij-se ret ha poblek. Ret eo anzav avat penaos ne vet ket doujet d’o fromesaoù gant ar radioioù stad a “servij publik“, dreist-holl evit ar brezhoneg. Er raktres politikerezh yezhel savet gant Rannvro Breizh hag a zo bet votet a-unvouezh koulskoude e vez meneget fraezh ez eo ar pal ”skignañ dre skingomz e brezhoneg war Breizh a-bezh”...

Setu perak : E kav deomp ez eo pouezus ha reizh gellout selaou e Breizh skingomzoù a-zoare hag a skign e brezhoneg Notenniñ a reomp mat petra eo polititikerezh ar Stad war dachenn ar skingomzoù graet " digreizennet " anezho : - ar bilañs war an dachenn zo fall-put e-sell ar palioù hag ar peadra foran, - ar pep brasañ eus programoù ar radioioù "Glaz" na zoujont ket da sevenadur breizh. Goulenn a reomp e vefe lakaet da vont en-dro an abretañ ar gwellañ ur skingomz rannvro a servij publik, o skignañ war 5 departamant Breizh. Seurt raktres a rank bezañ kaset en-dro gant Kuzul Rannvro Breizh.

Evit difenn an holl arguzennoù-se e c’halvomp an holl dud a soñj dezho ez eo ar brezhoneg ur yezh sokial ha bev da zont da vanifestiñ e sez RBI, straed Falkirk e Kemper d’ar 25 a viz meurzh 2006 da 3 eur goude merenn.

(voir le site)

Burev Diwan 17.03.06


Vos commentaires :
Samedi 18 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.