Sizhunvezh ar brezhoneg 2014 e Bro an Alre

Agenda publié le 7/03/14 14:37 dans Langues de Bretagne par André Arhuéro pour André Arhuéro
https://abp.bzh/thumbs/33/33147/33147_1.jpg
Sizhunvezh ar brezhoneg 2014 e Bro an Alre

Etre ar sadorn 29 a viz Meurzh hag ar sul 6 a viz Ebrel 2014 e vo dalc'het Sizhunvezh ar brezhoneg e Bro an Alre. Pal ar sizhunvezh-mañ eo lakaat tud nan-vrezhonegerion anezhe da welet eh eus ag ar brezhoneg hag emañ bev-mat c'hoazh e Bro an Alre. Setu perak e vo lakaet ar yezh àr-wel el lec'hioù foran : kinniget e vo abadennoù soniñ ha dañsal er marc'hadoù, degouezhioù a-bep seurt e kêr, er stalioù, abadennoù tañvaad d'ar yezh e skolioù Bro an Alre ha c'hoazh. Klozet e vo sizhunvezh-se get un devezh-studi en-dro d'an tem «Douar ha dour».

Evit gouiet dre ar munud petra 'vo kinniget deoc'h a-hed ar sizhunvezh-mañ, taolit ur sell àr hor progamm amañ staget.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 7 ?