Bibendum hag an ebeul, gant Marie-Thérèse

Communiqué de presse publié le 13/02/14 17:41 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Pa oa penn kentañ an otoioù er vro, ret e oa diskon anezho...

Kan ar bobl ar gonterien ba Molan.

Unnek konter, hag e touez anezho, Marie-Thérèse.

Brezhoneg Molan, distaget brav, n'eo ket un «novlangue», ur «badume» kentoc'h.

Ha pa vez mesket er sal bugaligoù Diwan ha tud kozh, aze e ya war raok pep hini gant e damm brezhoneg, sioulig, ha gant ar filmig video e c'heller adselaou, ha mont e darempred war lerc'h gant ho amezeg, ba Molan, o lavarout «diskon» e lec'h «diskouez», «giz-sen» e lec'h «giz-se», «forseu mat» e lec'h «eveljust», «bromenn» e lec'h «bremañ», «pikol» e lec'h «kalz».

Ha pep hini da binvidikaat e yezh.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 8 ?