Paotr Get Lucky : raktresoù e leizh

Communiqué de presse publié le 3/02/14 22:35 dans Media et Internet par Fanny Chauffin pour Taol Kurun
t:0

Ar c'haner brudetañ war Internet e 2014 : Quentin Morvan ! Atersadenn ABP gantañ evit gouzout hiroc'h

ABP - Quentin, petra zo bet da hent e brezhoneg : etre ar skol vamm, ar c'hentan derez, ar skolaj hag al lise ? Atav tomm ouzh ar brezhoneg, pe mareoù zo bet ne oas ket ken troet ouzh ar yezh ?

Quentin- Va hent e brezhoneg a zo eeun a-walc'h. E skol Diwan Lesneven e oan e-penn kentañ, goude em eus kendalc'het gant ar skolaj Treglonou ha Gwiseni hag echuet em eus gant al lise Diwan e Karaez. Hiziv e kendalc'han va studioù e brezhoneg, e Roazhon 2. Atav on bet entanet gant ar brezhoneg, hag ar yezhoù en un doare hollek met evel-just ez eus bet mareoù diaesoc'h. Pa teskoc'h ar brezhoneg yaouank, ez eo diaes a-wechoù da asantiñ traoù zo, dreist-holl e-pad mare ar grennardiezh d'am soñj. Ar brezhoneg, evit ul lodenn eus ar boblañs, a zo gwelet evel ur yezh "mod kozh" ha n'eo ket aes evit ar re yaouank mont dreist da se. Met evidon e za war-raok ar speredoù ha tamm-ha-tamm e cheñch skeudenn ar brezhoneg. Dont a ra da vezañ "hype" bremañ zoken. Sur on, a-benn nebeud e vo graet sonerezh dubstep gant barzhonegoù Youenn Gwernig.

ABP- Get Lucky : penaos 'peus troet ar ganaouenn milvrudet. Ger ha ger, pe 'peus lakaet ur ster ouzhpenn ? Traoù dit-te 'poa c'hoant lakaat da dremen ? Ha penaos displegan kement a berzh ?

Quentin - Troet em eus Get Lucky evit ar stirad Breizh Kiss e-penn kentañ, e miz Mae. E-penn kentañ em eus troet an diskan ger ha ger nemetken, hag un nebeud mizioù goude en deus goulennet Thelo Mell dont da senniñ ar ganaouenn e France 3. Kendalc'het em eus gant ar pozioù met ne m'oa ket c'hoant ober er memes mod. Ijinet em eus ar pozioù ha klasket em eus chom gant spered ar ganaouenn e saozneg, da lavaret eo gant frazennoù simpl a-walc'h met gant meur a ster. Gallout a ra pep hini kompren ar ganaouenn evel m'en deus c'hoant.

ABP- Kleweled : ur stummadur ho peus bet ? Istor ur vandennad mignoned ? Sikouret oc'h bet evit ar frammañ ? Darempredoù e brezhoneg hepken ho peus etrezoc'h, pe ur c'hod-miksing kentoc'h ?

Quentin- N'hon eus bet stummadur ebet e-keñver ar c'hleweled. Diaes a-walc'h eo sevel traoù hep skiant-prenet. Léo en deus c'hoariet memestra e-pad daou viz er stirad Breizh Kiss hag aesoc'h eo dezhañ aliañ ac'hanomp e-keñver ar c'hoari. Erle a zo en ur skol arzoù e Brest ha kentelioù filmañ en deus bet en e gursus. Met gouzout a reoc'h, ne vez ket graet kalz a draoù er skolioù arzoù. Ha dreist-holl gant Erle !Te Oar Mat a zo bet krouet ganeomp evit gallout filmañ istorioù a seblante deomp fentus. A-drugarez d'ar strollad-se, e teskomp omp unan tamm ha tamm en ur c'hlask chom sirius. Memes ma z'eo sañset bezañ fentus hon videioù ez eo ret deomp bezañ rik e-keñver pep tra. N'hon eus sikour ebet evit ar frammañ, deskiñ a reomp omp unan. Met a-benn ar fin, e vez komprenet buan a-walc'h penaos e za en dro ar sistem. Ar pep diaesañ a zo frammañ gant urzhiataerioù Windows 95. Met klevet em eus gant ar Minitel o doa lakaet war ar stal urzhiataerioù nevez.E-keñver ar yezh, ez eo kentoc'h eus ur seurt meskaj etre brezhoneg ha galleg. Evit sevel ar scenarioioù eo aesoc'h mont e brezhoneg evel-just.

ABP-Raktresoù all war ar stern ?

Quentin - Raktresoù all a zo, ya. C'hoant hon efe ober videoioù gant Gérard Daoudrezoue (Gérard Depardieu) ha Yann Arjardin (Jean Dujardin), met da welet. N'hon eus ket kalz a amzer evit tud a zo c'hoazh amatour.

ABP- Penaos e welez bed an Emsavblishment, Ofis ar brezhoneg, ar re gozh a stourm evit ar brezhoneg, ar re yaouank, ha stourmet e vez holl asambles e Breizh evit kaout ur yac'h vev ? Petra a vankfe ?

Quentin- Evidon ez eus bet atav ar memes c'hoant stourm gant an dud, e-keñver ar brezhoneg. Ar re yaouank a zo ken mennet hiziv an deiz met cheñchet eo bet stumm ar stourm. Mont a ra war-raok pep tra e brezhoneg, gant ar sonerezh, al lennegezh, ar c'hleweled,... Met d'am soñj eo diaes d'ar brezhoneg chom atav modern. Tud a chom c'hoazh stanket er bloavezhioù 1800 ha ne fell ket dezho mont war-raok. Hervezo, e vez lakaet ar yezh da vont war-raok e mod-se met ober a reont ar c'hontrol a-benn ar fin.Ar pep pouezusañ evidon a zo lakaat ar yezh da emdroiñ hep disoñjal an hengounioù ha klask lakaat war-well labour ar rummadoù nevez.


Vos commentaires :
Samedi 4 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 5 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.