Aet eo izili eus Emglev An Tiegezhioù (E.A.T.) da Bariz da vanifestiñ adarre a-enep da bolikikerezh ar gouarnamant gall war dachenn an Tiegezhioù.
Dreist-holl e oa en taol-se evit diskleriañ fraezh adarre e tistaolomp lezenn Taubira a zigor ar gwir da eurediñ en ti-kêr evit ar pared heñvel o rev. Bep sizhun e vez Beilhadegoù e Breizh a-enep d'al lezenn dinatur-se, e Karaez da skouer, brezhoneg ganto.
Bez e oa ivez evit disteurel groñs ivez ar raktresoù evit ar PMA-GPA hag ivez an helazhezrezh a zo holl war ar stern ha prientet gant al logelloù frank-vason a Bariz.
A-enep an tailhoù a gresk kenañ evit an tiegezhioù (Quotient Familal, TVA, an adc'hoproù-tiegezh nevez lakaet en arvar...), hag a-enep emell ar Stad C'hall e buhz an tiegezhioù (ehanoù ganedigezh rediek evit an tadoù, ideologiezh ar Gender er Skolioù...) eo bet diskelet ivez.
Etre 80.000 (hervez Valls) hag 500.000 a dud a oa hervez an aozerien. Kalz CRS hobregonet a oa o stankañ ar straedoù penn-da-benn hent ar vanifestadeg daoust ma n'eus bet gellet notiñ tamm feulster ebet a berzh ar vanifesterien a ziskele evel boas en un aergelc'h tiegezhel rik.
Emglev An Tiegezhioù a c'halv eta da zerc'hel da enebiñ muioc'h eget biskoazh ouzh sevenadur an Ankou a zo goveliet deomp gant ar gouarnamant gall. (voir le site)
■