Brezhoneg. Priz lennegel Sten Kidna-Le long cours du Bono : pemp dastumad danevelloù war ar renk

Communiqué de presse publié le 21/01/14 17:00 dans Littérature par Christian Le Meut pour Christian Le Meut
https://abp.bzh/thumbs/32/32671/32671_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/32/32671/32671_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/32/32671/32671_3.jpg
https://abp.bzh/thumbs/32/32671/32671_4.jpg
https://abp.bzh/thumbs/32/32671/32671_5.jpg

Ar priz lennegel « Sten Kidna-Le long cours du Bono », bet krouet e 2009 get kumun ar Bonoù evit inouriñ ul levr faltazi nevez embannet e brezhoneg, a vo roet c'hoazh e 2014, er Bonoù, e miz Mae pe Mezheven (war lerc'h ar votadegoù). Pemp dastumad danevelloù embannet e 2012/2013 a zo bet lakaet war ar renk get ar juri savet get ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna hag a labour get kumun Ar Bonoù war ar raktres mañ.

Setu roll al levrioù àr ar renk evit priz Sten-Kidna-Le long cours du Bono 2014 :

- Traoù nevez, Yann Gerven, Skol Vreizh, 2013

- Boned glas ar Pagan, Goulc'han Kervella, Al Liamm, 2012

- Penaos e ya ! Ar bed ? Goulc'han Kervella, Keit vimp bev, 2013

- Ar boan beva, My Skaouidig, Emgleo Breiz, 2013

- Bed ZH, Paol ar Meur, Mouladurioù hor yezh, 2012.

Ar skrivagnerien priziet dija :

- 2009 : Mich Beyer/Etrezek an enez

- 2010 : Herve Gouedard/Liñvadenn Kastellaodren

- 2011 : Riwall Huon/Ar marc'h glas

- 2012 : Yann Bijer/Torrebenn

- 2013 : Aziliz Bourgès/An diaoul ouz taol

- 2014 ?

Kerlenn Sten Kidna, 6 straed Rollo, 56400 An Alre/02 97 29 16 58, STENKIDNA2@wanadoo.fr, www.kerlenn-sten-kidna.com


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 5 ?