il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /3263.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

SINADEG

"EMGLEV SELAOUERIEN RADIO FRANCE BLEU BREIZH IZEL EVIT MA VO SKIGNET PROGRAMMOù SAVET E BREIZH" zo bet savet tro-dro d' ur strollad selaouerien RFBBI eus Kreiz Breizh

An Emglev n'eo ket evit degemer politikerezh renerezh Radio France a zo , er mare-mañ, o kreizennañ muioc'h mui programmoù France Bleu. Heñvel tra zo c'hoarvezhet, n'eus ket pell gant ar chadenn ranvroel vez graet France 3 anezhi, betek-hen gant RFBBI, etre 12e30 ha 14e , unan eus ar prantadoù muiañ selaouet outañ, e veze skignet abadennoù savet er vro; bremañ e rankomp gouzañv un abadenn diduamantoù ha kelachoù Pariz gant Patrick Sabatier.

Evit an Emglev, politikerezh a-vremañ renerezh France Bleu a sav a-enep pal pennañ ar radio-se eo lakaat war-sav ur radio lec'hel a skign keleier ar vro hag a sikour krouidigezh sevenadurel ar Rannvro emañ savet-hi. Da soñj an Emglev, eus an doare-se da verañ an traoù e tiwano ur patrom radio publik nevez a dalvezo evit ar c'hwec'hkorn penn-da-benn. Ar radio-se ne vo ket e bal dezhañ ken, e mod ebet, lakaat war-wel buhez dibar ar rannvroioù, ha da heul e vo didalvez walc'h deomp-ni.

Peogwir n'eo ket gouest France Bleu da seveniñ goulennoù e selaouerien, da lâret eo kaout ur radio tost eus an dud er vro, an Emglev a c'houlenn vefe savet ur radio "rannvroel" a-servij publik, en galleg hag e brezhoneg war pemp departamant Breizh. Evit Emglev eo an doare nemetañ da ziwall selaouerien Breizh eus divizoù direizh Pariz, blaz ar c'hreizennañ gante...

Da c'hortoz, an Emglev a c'houlenn gant renerezh France Bleu ehanañ hepdale, gant skignañ abadenn Patrick Sabatier ma c'hellfemp selaoù en-dro abadennoù savet e Breizh, etre 12e30 ha 14e, e-giz ma vez graet gant Radio Frequenza Mora, radio lec'hel France Bleu e Korsika.

Da greñvaat e goulennoù an Emglev a ro lañs d' ur sinaneg, hag e savo ivez ur vanifestadeg e Kemper d'ar sadorn 25 a viz Meurzh da 14e30, dirak ti Radio France Bleu Breizh Izel, straed Falkirk.

Kemerit perzh niverus en obererezhioù-se! Bec'h d'ho pluennoù!

lec'hienn ar sinadeg: (voir le site)

Trugarez vras

Herve Ar Gall

02 96 24 25 09

e-mail : hele-gall@wanadoo.fr

An aozadurioù-mañ o deus galvet ivez da vont da vanifestiñ: Bemdez, Dihun, Diwan, Galv Karaez, Kevredigezh Dilennidi Kuzulioù-kêr Breizh, SLB (Sindikad Labourerien Breizh), UDB (Unvaniezh Demokratel Breizh), UGB (Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg), Strollad Breizh...


Vos commentaires :
Dimanche 19 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.