760 haiku barnet gant Malo, Bernez ha Mai Ewen

Communiqué de presse publié le 12/01/14 20:46 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Da c'hortoz an disoc'hoù a vo embannet dimerc'her, setu ur filmig graet e Kemper e-pad abadenn Erell Beloni

Ar glav : 760 haiku, 251 e brezhoneg, 388 e galleg ha 95 e galloeg. Brav al labour gant krennarded Myriam Guillevic ha Gwenole Bihanig, brav ivez gant an dek klasad (Divyezh, Diwan, klasoù unyezhek an deskadurezh prevez ha publik). Un tañva 'po a-raok dimerc'her, 'ba Kerien, da 8e noz, gant Malo Bouessel du Bourg, Mai Ewen, sonerezh da heul, hag ur souezhadenn prientet gant Mari Chiff'mine e galloeg...

N'eo ket ar re-se zo bet trec'h, met kavet int bet brav memestra gant ar juri :

Bugale

Dindan ar glav

o ruilhet ‘m eus gant ar velo

flastret eo an touseg

Me ha ma mignon gleb

o c’hoari war un trampolin

ar glav ne cheñch netra!

Krennarded

Glav glav e-pep lec’h

ma disglavier zo torret

ha gleb eo ma blev

Trist eo ar prenestr

daeroù argant e redek

war he dremm e gwer

Re deuet

Ur vaouez

burhzud he faraplu gwer

e-mesk ar glav.

Sistr douret ha sklaer

an avaloù parapluie

pa ra glav ivez.

Glav a ra war ma blev

dirak ar stal chokolad

ha dour em genoù.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 2 ?