Tro ha Bistro, emvod Café Breton e Naoned Digwener

Agenda publié le 18/12/13 12:40 dans Cultures par Julia THEPAUT pour Julia THEPAUT
https://abp.bzh/thumbs/32/32376/32376_1.jpg

Bep miz e vez kinniget ur c'hafe brezhoneg deoc'h en un ostaleri e Naoned. Digor eo an abadenn d'an holl ! Un digarez a-benn komz brezhoneg en un aergelc'h plijus. Evit ar flaperien, ar re a blij dezho stammañ, c'hoari ar c'hartoù, c'hoarioù-stroll, hag-all, hag-all...

Er miz-mañ e vo kinniget deoc'h ar «Breizhit'', ur c'hoari nevez-flamm. Ha evet e vo banne an Nedeleg asambles !

Kendalc'homp gant an droiad : emgav da 7e d'abardaez en ostaleri »An Ti Akabi", 6 straed Bellamy, e kreiz-kêr Naoned.

Digor d'an holl ha digoust (war-bouez an evajoù evel-just !). Kit e darempred ganeomp.

Kentelioù an Noz, 13 straed ar Breolimer, 44800 Sant Ervlan ; tél : 02.40.20.39.74 ; breton-nantes.org ; kenteliouannoz@gmail.com


Vos commentaires :
Naon-e-dad
Vendredi 15 novembre 2024
«emgav da 7e d'abardaez en ostaleri »», Mat! Mes pegoulz? peseurt devezh?

Julia Thépaut
Vendredi 15 novembre 2024
Hiziv eo ! D'ar Gwener 20.

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 0 ?