Ar re yaouank ha nerzh ar vro

Communiqué de presse publié le 17/12/13 23:43 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/32/32372/32372_1.jpg

Interessant eo komzoù Lenig : ret e vefe mont da glask ar re yaouank evit gwelout anezho aliesoc'h o reiñ un tamm sikour ha skoazell d'ar re gozh.

E bro Euskadi ne gomprenont ket perak e vez kement a dud gozh oc'h ober war dro gouelioù, festivalioù ... e Breizh.

Pa vez graet da amzer labour a youl-vat du-se, e yes da azezañ evit bezañ servijet gant ar re yaouankañ. Pep hini e dro.

Amañ e Breizh, e vez gwelet alies ar re yaouank o c'hoari gant o Ipode pe o straniñ gant ur banne bier, pa vez tud 80 vloaz o tougen eoul ar fritez, o renkañ ar standoù, o naetaat ar salioù festoù-noz...

Ha ma vefe gwir ar pezh a vez lavaret gant Lenig ? Poent eo skubañ al leur dirazomp. Plas a zo evit ar re yaouank ? «Gerontocratie» : peseurt ger e implijfec'h-c'hwi e brezhoneg ?


Vos commentaires :
Italo party
Vendredi 15 novembre 2024
henadveliezh

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 8 ?