Ai’ta ! é tiskutiñ get kumuniezh tolpad Kêrioù Gwened

Communiqué de presse publié le 14/12/13 2:18 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Collectif
https://abp.bzh/thumbs/32/32330/32330_1.jpg

D'an 12 a viz an Azvent e oa bet un emgav etre ar strollad Ai'ta ! ha prezidant tolpad-kêrioù Gwened (24 kumun enni), Ao Pierre Le Bodo hag e rener servij ar sevenadur hag ar sport, Ao David Kerdelant.

Dalc'het eo bet seurt un emgav da heul hon oberenn « divyezhekkat » ur bus (e Gwenholo 2013) a rouedad busoù an tolpad kêrioù. Renevezet e oa bet ar rouedad busoù KICEO ur blez zo get ur garta c'hrafek hag ur panellerezh nevez hep brezhoneg erbet e 2012 daoust d'an obererezhioù sinet a-barzh ar garta « Ya d'ar brezhoneg « e Gwenholo 2010.

Kinniget eo bet d'e brezidant neuze un teul savet genomp a-benn adtapout an dale evit brudiñ ar brezhoneg er vuhez publik hep gortoz an dilennadegoù ti-kêr é tonet (live 1 ag ar garta oa bet sañset bout tapet e-korf 2 vlez.. 3 blez àr-lerc'h n'eo ket bet graet c'hoazh !) .

Galvet hon eus e brezidant dagas da benn ur politikerezh yezhel uhelek evit ar brezhoneg kenglot get feur uhel bugale skoliataet e filierennoù divyezhek àr an tiriad.

Nend eus ket mui tu pasiñ get adtapout live 1 « dister » ar garta « Ya d'ar brezhoneg ». Dav eo derc'hel kont ag emdroadur ar gevredigezh e Breizh hag ar goulenn sokial evit ar yezh hiziv an deiz. E penn araok e oa bet tolpad-kêrioù Gwened e 2010 pa oa bet sinet ar garta. Kentañ tolpad-kêrioù ar Mor-Bihan é siniñ seurt ur garta. Pell emañ Yann vrezhonegour ag e gazeg bremañ.

Evit ar brezhoneg : seul kentoc'h, seul gwelloc'h… Sellet 'vo pizh genomp an araokadennoù gortozet.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 5 ?