Difennerien hor yezh a vez kondaonet, hec’h enebourien a vez gwarezet

Communiqué de presse publié le 13/12/13 16:51 dans Langues de Bretagne par Bertrand Deléon pour Bertrand Deléon
https://abp.bzh/thumbs/32/32323/32323_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/32/32323/32323_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/32/32323/32323_3.jpg
Ar gevredigezh Bemdez, aet da gaout maer Ruvenieg

P'emañ stourmerien Ai'ta barnet er mare-mañ evit bezañ bet peget pegsunioù da zifenn hor yezh er vuhez foran e c'haller klask perak n'oa ket bet mignoned Françoise Morvan lakaet diaes p'o doa foeltret panelloù heñchañ e kêr Ruvenieg (emgav gant Bemdez ha Maer Ruvenieg el luc'hskeudennoù stag) e 2005 hag e reter Bro-Wened e 2008.

Evit ar gevredigezh Bemdez n'eus ket kalz tra feulsoc'h eget nac'hañ yezh ha sevenadur ur bobl ha kas kement tra da benn evit ma 'z afent da get.

Harpañ a reomp stourmerien Ai'ta evit o obererezhioù talvoudus evit mad an holl.

Gervel a reomp da chom war evezh ivez p'emañ prefeti ar Mor-Bihan o paouez nac'hañ ur chekenn vrezhonek : gwirioù dister a-wezhioù zo bet gounezet dre youl ar Vretoned, en arvar e vezont ingal daoust da se.

Evit Bemdez,

Bertrand Deléon.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 7 ?