Deiziad an devezh : Sadorn 5 a viz Ebrel 2014
Lec'h : lise labour-douar Kêrplouz – An Alre
Eurioù : 9 e – 17 e
Bro an Alre, ar vro vihanañ e Breizh (hrevez ar lezenn Voynet) get 606 km² a zouar, a zo dezhi neoazh oc'hpenn 200 kilometrad a aodoù a-drugarez d'an inizi, ar Gerveur en o mesk. Se zo kaoz emañ bet soñjet en tem « douar ha dour », pe c'hoazh « douar ha mor », pa oa bet c'hoant derc'hel get ar lañs roet get ar c'hollok kentañ, dalc'het àr zouar Alre e miz Here 2012 àr-dro labourioù Gwennole ar Menn.
Un tem pinvidik an hani eo, pandeogwir e c'hell bodiñ soñjoù ha labourioù liessort liammet doc'h an tiriadoù, hag estroc'h evit kani an Alre. Breizh a zo etre douar ha mor ; Breizh a zo douar ha dour, stêrioù ha mor, gwazhioù hag aberioù ; ken brudet an argoad koulz hag an arvor. Gwerso en em harp hec'h armerzh àr ar labour-douar koulz hag àr ar pesketa pe ar c'henwerzh àr vor. Don en en em gav gwriziennet levezon an dour hag an douar er brezhoneg, levezon an endro e spered ar yezh. Don en em gav gwriziennet levezon an dour hag an douar er brezhoneg, levezon an endro e spered ar yezh.
M'ho pehe un danvez prezegenn da ginnig àr an tem-mañ (e brezhoneg), pellgargit ar fichennaoueg da heul a-benn gouiet hiroc'h.
■