Skoazellit ar brezhoneg e Liger-Atlantel : grit ur roadenn da gKentelioù an Noz !

Agenda publié le 10/12/13 13:02 dans Langues de Bretagne par Julia THEPAUT pour Julia THEPAUT
https://abp.bzh/thumbs/32/32280/32280_1.jpg

Da-geñver an Nedeleg, grit ur prof d'ar gevredigezh Kentelioù an Noz ha tennit ar sammad diouzh ho tailhoù.

Bemdez e vez kaset oberoù gant hon holl izili evit reiñ lañs d'ar brezhoneg el Liger-Atlantel. A-drugarez d'o strivoù eo bet roet ar statud laz hollek d'ar gevredigezh Kentelioù an Noz, e dibenn 2012.

Diwar vremañ, an dud, ar c'hevredigezhioù hag an embregerezhioù a fell dezho ober ur roadenn da gKentelioù an Noz a c'hall diskontañ anezhi diouzh o zailhoù (66% evit an dud, 60% evit ar c'hevredigezhioù hag an embregerezhioù).

Neuze, soñjit e Kentelioù an Noz 'ta ! A-bouez eo hon c'hentelioù, hon obererezhioù ha hon raktresoù evit lakaat ar Vrezhoned d'ober gant o yezh en ur lakaat birvilh en hon c'humunioù. Grit ur roadenn a-benn gouelioù fin ar bloaz evit ma vo skoazellet ar brezhoneg e Bro-Naoned en ur zisgreskiñ ho tailhoù. A-drugarez d'ho roadennoù e c'hallo hon c'hrevredigezh kas he niverus a raktresoù da benn !

Deuit e darempred ganeomp pe kasit ho roadennoù dre chekenn war anv Kentelioù an Noz. Kaset e vo un testeni deoc'h.

Trugarez deoc'h evit ho skoazell !

Kentelioù an Noz, 13 straed ar Breolimer, 44800 Sant-Ervlan ; 02.40.20.39.74 ; breton-nantes.org ; kenteliouannoz@gmail.com


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 6 ?