Pezh c'hoari nevez liseidi Diwan Karaez : fiskal !
Communiqué de presse publié le 9/12/13 22:22 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Taol Kurun
t:1
Er Faoued, dindan an heol, e sal oranjez ar skolaj privez, tregont bugel bamet dirak dek lisead o c'hoari
Pempvet pezh c'hoari, leurenniet gant Pascal Cariou hag aozet gant Yann Fanch-Jacq ha liseidi Diwan Karaez, a zo bet diskouezet hiziv. C'hoariet e vo 16 gwech ganto a-raok digwener. Prantad ebet el lise evito, met ul labour start gant dilojadeg an dafar, ar gwiskamantoù hag ur gentel c'hoariva dibar. Arabat dezho disoñjal ur c'hleze, igloo an Inuited, pe kador ruilh an tad-kozh ...
C'hoarzhadegoù e leiz, un Itron Irma strizh ha brav, bugale plijet, petra goulenn c'hoazh ?
■Vos commentaires :
Dimanche 5 mai 2024
Écrire un commentaire :
Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.