il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /3217.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Ur c’hendiviz gouestlet d’an teknologiezhioù nevez ha d’ar brezhoneg a vo aozet gant TermBret, kreizenn dermenadurezh Ofis ar brezhoneg, d’ar Sadorn 11 a viz Meurzh 2006 e Gwened. Muioc’h-mui a vrezhoneg a gaver war ar gwiad, muioc’h-mui a veziantoù brezhonek a c’haller ober ganto. Niverus ha lies eo ar raktresoù brezhonek a zo war ar stern war dachenn an teknologiezhioù nevez. Soñjal a rae da Ofis ar Brezhoneg e oa poent aozañ un darvoud a rofe an tu da eskemm, evit gwelet e pelec’h emaomp ganti, gouzout piv a labour war an dachenn-se, anavezout ar binvioù a zo e brezhoneg, an ezhommoù a zo… Un digarez e vo an devezh-se evit lakaat ar gaoz war termenadurezh an teknologiezhioù nevez ivez. Penaos kaout ur yezh a vefe resis ha war un dro aes da gompren evit Yann vrezhoneger ? Penaos ober evit ma vefe perc’hennet ar yezh hag ar binvioù a reer ganto ? Pedet ez eus bet tud o deus kaset raktresoù da benn pe tud ganto raktresoù war ar stern da brezegenniñ evit o c’hinnig. Evit gouzout hiroc’h pe lakaat e anv evit kemer perzh er c’hendiviz e c’heller pellgomz pe skrivañ deomp : TermBret - Ofis ar Brezhoneg 10 straed Naonediz 35000 ROAZHON, Pellgomz : 02 23 44 04 37 - chomlec’h postel : termbret.ofisr.bzh@wanadoo.fr


Vos commentaires :
Vendredi 10 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.