10 bleiz bihan

Communiqué de presse publié le 29/11/13 19:05 dans Littérature par Trifin Le Merdy pour Trifin Le Merdy
https://abp.bzh/thumbs/32/32166/32166_1.png
https://abp.bzh/thumbs/32/32166/32166_2.png

Nevez-embannet, embannadurioù Beluga:

Dek bleiz bihan

skrivet gant Corinne Boutry, taolennet gant Aline Pallaro

troet e brezhoneg gant Drian Bernier

230 x 215 mm / 24 pajenn liv e kartoñs penn-da-benn/ 10 ivinell / 9,90 ¤ / evit bugale adalek 3 bloaz

Er c'hoad don...

Un istor bleizi eo, met n'eo ket tout...

Un istor bleizi o vont d'ar skol hag o distreiñ eus ar skol eo, met n'eo ket tout...

Un istor bleizi, ur breuriad, dek int ha plañtañ a reont kement a reuz er c'hoadoù m'omp laouen chom hep anavezout anezho evit gwir !

Un istor farsus ha moutig eo dreist-holl avat, hag a lako ar vugale da gontañ ha da ziskontañ. Un heuliad 10 ivinell a gas d'en em soñjal war al lamadur : pep tro ma vez troet un ivinell, ur bajenn, e skarzh ur bleiz. Istor brav Corinne Boutry a zo taolennet gant krouidigezhioù hollgaer Aline Pallaro, e paper malet penn-da-benn.

Corinne Boutry (o chom e Communay - 69) a zo troerez-difazierez a-vicher, setu m'eo deuet en un doare naturel ar c'hoant skrivañ dezhi. Abaoe e tizolo gant kalz plijadur bed

an embann evit ar vugale. Entanet gant an embann hag al levrioù, skrivañ a ra a-wechoù testennoù barzhoniel, ha gwechoù all testennoù rock'n rolloc'h, hervez he awen. Skrivet he deus dija un nebeut levrioù embannet gant Mazurka, Lito, Kamishibaï éditions…

He lec'hienn : depagesenpages.wordpress.com

Aline Pallaro Lacroix, arzourez o chom e Rouzède (16), a grou oberennoù e paper hag e paper malet, evit kinklañ dreist-holl : fiñvelloù evit kambroù ar vugale, kizelladurioù ha bleunioù evit ar re vras, livadurioù evit an holl. Pep oberenn a zo savet gant an dorn, gant danvezioù adimplijet (paper, kartoñs, neud houarn…) hag ekologel (peg ha liv graet gant dour, hep dileizher ebet). Sinañ a ra amañ he levr gentañ.

He lec'hienn : mimirondelle.canalblog.com

www.beluga-jeunesse.com

www.coop-breizh.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 1 ?