Kevre Breizh : en em vodañ ivez e Karaez a-enep ar ouennelouriezh

Communiqué de presse publié le 29/11/13 10:05 dans Politique par Tangi Louarn pour Tangi Louarn

Kevre Breizh a c'halv d'en em vodañ e Karaez evit bevañ, divizout ha labourat er vro an 30 a viz Du. O kenlabourat asambles gant kevredigezhioù yezhoù ha sevenadurioù disheñvel broioù ar Republik c'hall, war an douar bras, tramor hag en Europa, o reiñ da soñj ingalded an dud en o dellezegezh hag en o gwirioù hep damant d'o orin, d'o yezh pe d'o sevenadur, e fell da Gevre lakaat e c'halv e serr an devezh a-enep kresk ur ouennelouriezh o tont eus amzerioù diagent.

Bevañ, divizout ha labourat er vro oc'h eskemm hag o toujañ d'an disheñvelderioù.

Kevre Breizh


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 9 ?