Krouidigezh Taol Kurun 2007 : Eured e Kerne

Communiqué de presse publié le 29/11/13 1:48 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/32/32149/32149_1.jpg

Dre ma vo an ugentvet festival e vo graet tro abadennoù a zo chomet e penn an arvesterien

War al leurenn, tud gwisket evel evit un eured. Louise Ebrel gwisket ganti un tog mod Pariz, hag ar re all, dañserien kelc'h Kemperle, prest da zañsal ha da zebriñ ar friko.

War un daol, peadra evit ma c'hallfe Christine Le Poulichet aozañ kolieroù koefoù an Aven. Ha Raymond Le Lann o c'houlennata anezhi, a-raok kregiñ gant ur c'han-ha-diskan gant e gomper. Ha Kristian Duro gant muzisianed Termaji o kanañ tonioù eured e galleg hag e brezhoneg.

Skignet e oa bet fotoioù eured bro Kemperle war ar skrammoù bras e-kichen al leurenn. Ha chomet e oa braventez dilhad ar vro, mouezh Louise o kanañ traoù trist pe leun ha fent, chomet da heul 'ba pennoù an dud.

Peadra da lakaat dour da sevel e daoulagad ar re gozh er sal, hag ar re yaouank da soñjal : pegen disheñvel e oa planedenn ar re yaouank pa oa ret d'ur plac'h mont da zimeziñ gant ur paotr ne gare ket...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 4 ?