Kevre Breizh a c'halv da gemer perzh e manifestadegoù evit al labour disadorn 23 a viz Du 2013

Communiqué de presse publié le 21/11/13 18:24 dans Politique par Tangi Louarn pour Tangi Louarn

Kevre Breizh, Kenaozadur kevredigezhioù sevenadurel Breizh, chalet gant an enkadenn a zo e Breizh war zachenn al labour, a soñj eo pouezus en em vodañ en un doare ledan, evit an emglev evit dazont Breizh.

Skoazh ouzh skoazh gant aozadurioù ar c'hopridi e c'halv da gemer perzh er manifestadegoù a vo an 23 a viz Du 2013, evit bevañ, divizout ha labourat er vro.

Merkañ a ra, evit roadoù ar Stad war an dachenn sevenadurel, tachenn hag a ro labour hag a grou liammoù sokial, emañ Rannvro Breizh er 17vet plas e Frañs gant 4 ¤ dre annezad, e vez berniet gant Paris 80% eus budjed ar sevenadur, ha 95% eus goproù ar selled ha kleved, peurgetket.

Goulenn a ra e teufe en-dro da Vreizh ul lodenn reizh eus an taos selled ha kleved evit ma c'hellfe ar Vretoned ezteurel ha krouiñ war bep tachenn ar vuhez sokial en o yezhoù disheñvel, galleg, brezhoneg ha gallaoueg.

Embann a ra ivez, en eneb d'ar raktres digreizennañ niverenn 3 a vremañ, n'eus nemet ur ranvro adunvanet gant galloudoù gwirion ha peadra arc'hantel dezhi hec'h unan, evel ma vez gant rannvroioù Europa peuzheñvel, hag hep bezañ sujet da imor mat ar Stad kreiz pe strolloù liesvroadel bras, a c'hello aotren diorreadur mestroniet ha kempouez ur vro emren ha gouest da zivizout hec'h amzer dazont hec'h unan.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 8 ?