il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /3203.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Evit ar pempvet gwezh e vo aozet gant Ofis ar Brezhoneg, diwar c’houlenn Kuzul-rannvro Breizh :

Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg

Pal ar prizioù-mañ eo brudañ oberoù nevez ha dreistordinal savet gant an dud a-benn diorren ar brezhoneg er vuhez pemdeziek.

Tri rummad a zo kinniget d’ar genstriverien : hinienn, kevredigezh, embregerezh ha 9 priz a zo kinniget d’al loreidi. E pep hini eus an tri rummad ez a 2000 € gant an hini kentañ, 1000 € gant an eil ha 500 € gant an trede.

Dilennidi eus ar C’huzul-rannvro hag eus izili Ofis ar Brezhoneg a ya d’ober bodad-barn ar genstrivadeg-mañ.

Pellgargañ reolenn ar genstrivadeg a c’heller ober adalek bremañ en ur vont war lec’hienn Ofis ar Brezhoneg : (voir le site) ha skrivañ evit degemer er gêr an teuliadoù da leuniañ da : Ofis ar Brezhoneg – Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg – 10, straed Naonediz 35000 ROAZHON.

Degemeret e vo teuliadoù nevez betek an 30 a viz Ebrel 2006.

Da vare Gouel Erwan a vo aozet al lid-roidigezh.


Vos commentaires :
Vendredi 10 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.