Emvod souten e Roazhon d'an 18 /11 : prosez ur stourmer Ai'ta ! el lez-varn galv

Communiqué de presse publié le 14/11/13 22:18 dans Société par Collectif pour Ai\'ta ! Bro Gwened
t:1
https://abp.bzh/thumbs/32/32009/32009_1.jpg

Gervel a ra ar strollad «Ai'ta !» HAG ar gevredigezh skoazell «Mignoned Ai'ta !» da zonet niverus dirak Parlamant Breizh evit souten ur stourmer evit ar brezhoneg barnet d'an 18 a viz Du. Emvod adalek 8 e 30 mintin.

D'an 18 a viz Du e vo barnet el lez-varn galv Roazhon ur stourmer eus ar strollad Ai'ta ! tapet war greiz an deiz gant archerien o pegañ pegsunioù « E Brezhoneg » douzh ur panel-hent er vro Fouesn e Penn-ar-bed.

Savet eo bet klemnn gant tri strollegezh tiriadel 'barzh an afer-mañ: Departamant Penn-ar-Bed , kumunioù Foesn ha Forest-Foenn. Gant ar goulenn digollioù, ar mizoù proseziñ hag an dell-gastiz e vo 7 500 ¤ goulennet d'ur stourmer.

Displet eo ar goulennoù digollioù e-keñver an « torfed » graet hag e efedoù. Ur bouc'h ar pec'hejoù o deus c'hoant d'aber eus hor stourmer ar strollegezhioù-mañ. Ur prosez a-enep ar brezhoneg eo ivez hag a-enep ar gwir da gaout un divyezhegezh er vuhez foran.

D'an 18 A viz Du e vo aozet war un ton bras un emvod souten dirak Parlamant Breizh. Krouet eo bet ur gevredigezh skoazell « Mignoned Ai'ta !» gant harp tud brudet.

Testeniet 'vo ivez e-kerzh ar prosez 3 fenn bras: CHRISTIAN TROADEC (Maer Karaez ha kuzulier meur), TANGI LOUARN, prezidant KEVRE BREIZH (kenurzhierezh sevenadurel kevredigezhioù Breizh o vodañ ar c'hengevreadoù ha kevredigezhioù sevenadurel breizhek) ha JEAN OLLIVRO (skolveuriad ha douaroniezhour).


Vos commentaires :
Dimanche 5 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 5 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.