Digwener 15 a viz Du : Tro ha Bistro, emvod ar flaperien e Naoned

Agenda publié le 14/11/13 11:46 dans Cultures par Julia THEPAUT pour Julia THEPAUT

Bep miz e vez kinniget ur c'hafe brezhoneg deoc'h en un ostaleri e Naoned. Digor eo d'an holl ! Un digarez nevez evit komz brezhoneg en un aergelc'h plijus. Evit ar flaperien, ar re a blij dezho stammañ, c'hoari kartoù, c'hoarioù-stroll, hag-all, hag-all...

Er miz-mañ e vo kinniget deoc'h ur c'hoari a stroll : un Times-Up.

Kendalc'homp gant an droiad : emgav da 7e d'abardaez en ostaleri De Dannan, 2 straed Kervegan e kreiz-kêr Naoned.

Digor d'an holl ha digoust (war-bouez an evajoù evel-just !). Kit e darempred ganeomp.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 8 ?