Brezhoneg, ur gazetenn nevez evit an deraouidi

Communiqué de presse publié le 12/11/13 11:52 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/31/31985/31985_1.jpg

Kinniget evit ar wech kentañ e kollog Gwened, setu ur gazetenn a gemero plas «Evit ar brezhoneg»

Laouen e oa Daniel Carre evit meur a abeg. Gwechall, er bloavezhioù 1990, e skrive ar c'helenner alamaneg/brezhoneg, bet karget a gefridi gant an Deskadurezh Stad, e-barzh ar gazetenn renet gant Alan Stivell, «Evit ar brezhoneg», pa oa bet kroueet.

Evitañ eo ar wech kentañ, goude ma oa aet da get ar gazetenn evit an deraouidi, zo kinniget un dra bennak d'ar re a grog gant ar brezhoneg.

Brav, liesliv, aes da lenn, «Brezhoneg» a zo bet savet gant skipailh Skol an Emsav Roazhon. «Liammañ a ra ar yezh hag ar sevenadur», eme baotr Sten Kidna, laouen o welout e vez gwelet a bep seurt traoù e-barzh ar gazetenn.

Un trede abeg en doa ar stourmer evit ar gwenedeg hag evit pedagogiezh ar brezhoneg da vezañ joaius. War vro an Alre, e vro muiañ karet, eo an teuliad kentañ...

evit gouzout hiroc'h : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 2 ?