Internet hag ar brezhoneg : un istor da ijinañ ha da lakaat buan e pleustr

Communiqué de presse publié le 11/11/13 12:53 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/31/31971/31971_1.jpg
(345 vues)

Bodet 'oa bet, e Gwened, aktourien an Internet e brezhoneg : lec'hiennoù radio, kreizennoù stummañ, amerikan zoken...

Krouet zo bet, gant Sten Kidna, ul lec'hienn pleustrek-kenañ gant kentelioù noz enlinenn. Ne skriv ket kalz a dra an deskad(ez), forzh penaos e vez tu dezhi/dezhañ skrivañ, pe vizskrivañ kentoc'h, er gêr war h/e urzhiataer. Evit ar re n'int ket kevreet ouzh internet ? Pe n'o deus urzhiataer ebet ? 20% zo anezho e Breizh memestra... Ar buhezour a lâr n'en deus ket gwelet den ebet e Sten Kidna na c'hallfe ket kevreañ ouzh internet.

'Ba Naoned eo gant Anna Jaouen e vez lakaet rouedad ar radioioù da vont war-raok : abadennoù c'hwec'h radio enlinenn, kenlabour etreze, dielloù evit adkavout abadennoù war an hevelep danvez, hag evit Mael/a brezhoneger/ez, peadra da selaou gant dielloù evit ar vugale, tresadennoù, teuliadoù da bellgargañ...

Gant Edubreizh, renet gant Erwan Denez, setu kentelioù noz er gêr, live A1 evit poent : poelladennoù e-leizh, enrolladennoù, ha tu zo da enrollañ h/e m/vouezh war-eeun ha da genveriañ gant ar pezh a zo bet enrollet gant ur brezhoneger/ez m/vat.

Evit Jean-Michel Sanner e talvezfe ur MOOC krouiñ un dra nevez e Breizh, un doare skol-veur enlinenn, e brezhoneg, gant pennadoù skiantel, filmoù video. Ha marteze a-walc'h e vefe tu, evel gant COURSERA (coursera.org), tremen diplomoù. 100 milion a studierien a labour e mod-se er bed. Neuze, kelennerien skol-veur, studierien, tud arbennik war un danvez bennak (skiantoù, prederouriezh, mekanik...), tapit ho kameraioù, prientit ho testennoù... evit ur MOUK e brezhoneg !


Vos commentaires :
François Corre
Jeudi 26 décembre 2024
«Evit ar re n'int ket kevreet ouzh internet ? Pe n'o deus urzhiataer ebet ? 20% zo anezho e Breizh memestra...»
Ma?! Penaos e veze graet gwechall? Kentelioù noz pe kentelioù dre lizher, stajoù, levrioù, pladennoù, ha me 'oar-me zo bepred, din da c'hoût. N'int ket steuziet kuit gant Internet.

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 8 ?