Bleunioù gouez

Communiqué de presse publié le 8/11/13 15:10 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/31/31960/31960_1.jpg
(345 vues)

Krouidigezh nevez la Obra, strollad a-vicher renet gant Celine Soun, a oa kinniget e-kerzh festival Douarnenez

Ul levr bras digoret war al leurenn. A-dreñv dezhañ, margodennoù ispisial : ur raden gant ur piz-toutou, an drez gant ur c'heotenn all, ar suner-gwad («plantain» ma fell deoc'h). E korn al leurenn : louzeier a bep seurt.

Graet e vez al liamm etre pep taolenn gant an Aotrou Plakoù, ur mezeg a bare an dud gant louzeier, louzoù a bep seurt. Pennadoù fentus a zo e-leizh, met ivez pennadoù fromus, pa vez gwelet ar wezenn sakr varv abalamour d'an den fallakr a zo deuet da skarzhañ ur vrankenn dezhi.

Pa vez gwelet an Indianez, Belen Riquelme, o tañsal hag o kanañ he melkoni, melkoni ur bobl wallgaset abaoe pemp kant bloaz pa oa erruet soudarded bro Spagn er vro.

Ul labour a dalvoudegezh zo bet kaset da benn gant ar strollad nevez-mañ. Sonerezh kompozet gant Cristobal Troncoso, kinkladurioù ha bleunioù savet gant Josué Rajpop, ha pemp komedian teiryezhek. Sav-poent denel ha brav, ha politikel ivez (Monsanto, kudennoù endro bedel...) : peadra evit ur sal leun chouk e Douarnenez da c'hervel anezho teir gwech e fin an abadenn.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 1 ?