yabzh.com : ar gazetenn Ya ! enlinenn ha digoust

Communiqué de presse publié le 6/11/13 16:40 dans Media et Internet par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/31/31940/31940_1.png
Pajenn gentañ http://yabzh.com/ a ginnig an holl rubrikennoù : Keleier Breizh, Keleier etrevroadel, atersadennoù, bilhedoù, kentel Yann Gerven...
https://abp.bzh/thumbs/31/31940/31940_2.png
War twitter e vez skignet bep sizhun pennadoù a vez kavet war yabzh.com hag eskemmet e brezhoneg war rouedad sokial kentañ ar bed gant an hashtag #bzhg

Souezhus ha brav eo pajenn gentañ ar gazetenn nemeti e Breizh a zeu bep sizhun er maez abaoe muioc'h evit 400 niverenn. Disoc'h ur bariadenn war an dazont.

E Laz e vez lakaet an traoù da vont war-raok gant ur skipailh tud yaouank a-vicher.

Digoust eo yabzh.com ha bep sizhun e vez lakaet enlinenn gant ar skipailh ar pennadoù a vez kavet anezho war ar gazetenn baper.

Ouzhpenn da Ya ! ha d'he 1 200 den koumanantet, ez eus muioc'h evit 600 bugel koumanantet da gelaouenn Rouzig (evit ar re zo er skol-vamm) ha muioc'h evit 360 rakkrennard koumanantet da Louarnig.

A-benn ar fin e oa «Keit vimp bev» un anv dibabet mat gant krouer ar gevredigezh, ene an ti, hag a youl-vat dalc'hmat : Yann-Fañch Jacq.

Evit gouzout hiroc'h : (voir le site)


Vos commentaires :
Yann Kastell
Vendredi 15 novembre 2024
Ar gwir a zo ganeoc'h
greomp hon unan a-raok goulenn

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 4 ?