Soazig Daniellou, aozerez hunvreoù Breizh

Communiqué de presse publié le 25/10/13 1:29 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/31/31787/31787_1.jpg

Ur sal sinema sioul, goulennoù e-leizh. Dec'h e Kallag ha warc'hoazh en Iwerzhon, setu Soazig o respont da arvesterien Kemperle

Kinnig a ra Soazig Daniellou, renerez ar stal broduiñ Kalanna, he film «Lann vraz», ar film faltazi hir kentañ e brezhoneg, c'hoant ganti da ziskouez pegen brav e oa al labour skipailh kaset da benn, daoust d'an 50 000 euro a vank evit klozañ ar budjet. Kemer riskloù a zo un dra a blij dezhi. Gouzout a ra e vez ret stourm evit kaout arc'hant, ha n'eo ket aes bemdez.

Ne oa ket bet aes ivez cheñch ar skrid, a oa bet aozet, e penn-kentañ, e c'hwec'h lodenn gant seizh den a gemere perzh en un atalier skrivañ. Goulennet e oa bet ganti, etre miz Meurzh ha miz Eost, lakaat ar lodennoù-se da vont d'ober ur film hir. Hag adframmet e oa bet pep tra, ganti ha gant Aziliz Bourges.

Ren ur skipailh, teir sizhun-pad, a oa bet ur blijadur dezhi. Komz brezhoneg en tavarnioù, en ostaleri, lakaat aktourien da c'hoari, ar brezhoneg ar yezh nemeti implijet ganto : un taol kaer, anat eo.

Er sal e oa bet goulennoù a vil vern : tud o trugarekaat, o kanañ meuleudi dezhi, plijet gant ar sonerezh, gant an natur, gant ar skeudennoù eus Breizh, etre ar mor hag an dud oc'h ober war-dro an istr.

Breizh Soazig Danielloù a oa war ar skramm : bed an Arvor, bed ar c'hêrioù bihan, etre an davarn hag al lec'h labour, ur familh gant tud yaouank o klask o hent, tost ouzh an dud all.

E Kallag e oa dec'h hag e Pariz war ar memes tro. Warc'hoazh ez aio Soazig war vag betek en Iwerzhon, ha da c'houde, tregont gwech c'hoazh en hent evit diskouez «Lann Vraz». Bez' ez eus tud e Breizh na ziskuizhont james. Soazig a zo unan anezho.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 1 ?