2 levr nevez-embannet gant An Alarc'h war stand Kuzul ar Brezhoneg

Présentation de livre publié le 24/10/13 11:26 dans Salon de Carhaix par Anne-Sophie Leborgne pour An Alarc\'h
t:2
https://abp.bzh/thumbs/31/31777/31777_1.jpg
golo Bizied Eva
https://abp.bzh/thumbs/31/31777/31777_2.jpg
golo Milendall

Daou levr nevez-embannet gant an Alarc'h a vo kavet war stand Kuzul ar Brezhoneg e-skeud Gouel al Levrioù e Breizh:

Milendall, ur romant gant Yann Fulub Dupuy

& Bizied Eva, ur romant polis gant Katelin Kerisit.

Milendall:

Pa oa bet prenet Maner Traoñaod gant Katelin, ar skriva­gnerez vrudet, ne ouie ket pegement e oa he buhez o vont da cheñch, rak en-dro d'ar maner-se e oa ur pezh mell liorzh dilezet. Ha broudet gant ar c'hoant da reiñ he lufr kent dezhi, setu degouezhioù kevrinus da c'hoarvezout, tud souezhus — bet pe o ren — da gemer o lec'h en he bed. Bec'h he devo oc'h en em zibab e milendall he liorzh, hini an amzer, hag hini he buhez.

450 p. ; 12 x 19 cm ;

14 ¤

ISBN: 978-2-916835-52-5

Bizied Eva:

En deroù ne oa bet ganet Eva nemet evit c'hoari ha dizale ez eas ar c'hoari da reuzc'hoari.

Un devezh ne oa nemet un dihued-amzer hag antronoz e oa deroù ul lazhadeg.

Divarrek e vo, siwazh, ar poliser Eganton Kergrist hag e gomper Charles Allbright da lakaat harz e koulz d'an heuliad muntroù.

168 p. ; 12 x 19 cm ;

9,5¤

ISBN: 978-2-916835-53-2

Skignet gant an Alarc'h.


Vos commentaires :
Mardi 30 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 9 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.