Nevez-deuet er-maez e ti Al Lanv: "Devet ez vev" (Souad)

Présentation de livre publié le 24/10/13 9:58 dans Salon de Carhaix par Padrig An Habask pour Padrig An Habask

Seitek vloaz eo Souad. Karantez he deus evit ur paotr. Netra dreistordinal amañ, evel-just, met Souad a zo o vevañ en ur gêriadenn e-lec'h ma c'hell ar garantez, bevet a-raok an eured, kas d'ar marv.

Kriz eo istor Souad, kriz eo istor miliadoù a verc'hed a vez paket evelti, dre ar bed a-bezh, en un hengoun a rankfe bezañ aet da get. Ken kriz eo ken e chomer sabatuet a-wechoù dirak an darvoudoù kontet deomp amañ. Dav eo da bep hini koulskoude digeriñ e zaoulagad hag asantiñ d'ar fedoù evel m'emaint, ma fell d'an nen e vefent, ar buanañ ar gwellañ, fedoù eus un amzer dremenet.

Un istor eus ar bed eo, un istor a c'hell c'hoarvezout e meur a vro hiziv an deiz c'hoazh, un istor hollvedel eta. Ar vrezhonegerien, digor war ar bed, a ranke kaout un istor evel an hini kontet el levr-mañ en o yezh.

Troidigezh “Brûlée vive”, lakaet e brezhoneg gant Daniel Kernalegenn.

War stand Kuzul ar Brezhoneg e vo kavet al levr-se e-skeud Gouel al Levrioù e Breizh, e Karaez (26-27 a viz Here 2013 • 10e-19e)

356 p.; 11 x 18 cm; 15 ¤; ISBN: 978-2-916745-16-9; skignet gant Coop Breizh


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 1 ?