Kenstrivadeg haiku Taol Kurun : ar glav

Communiqué de presse publié le 6/10/13 22:55 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/31/31602/31602_1.jpg

Evit an 20vet festival Taol Kurun a vo e bro Kemperle etre ar 15 hag ar 26 a viz Genver e vo kinniget, evel boaz ur genstrivadeg haiku

Un haiku ? Ar berrañ barzhoneg a zo er bed : teir linenn, 5/7/5 evit al lusk, ur santadur, un dra a denn eus an amzer (tomm, gleb, yen, sec'h, brav, diskar amzer, goañv) e-barzh, hag un doare da welout an natur gant ur sell pizh hag a c'hell bout leun a fent ivez.

Perak ar glav ? Ugent vloaz 'zo 'oa bet beuzet sal ar C'hoad Kaer ba Kemperle gant dour ar stêrig Dourdu. Ret e oa bet skarzhañ an holl dud a oa stanket er sal, 1600 den. 250 a oa bet kaset gant bigi ar bomperien en tu all ar straed.

Setu, gallout a rit kas tri haiku en brezhoneg, pe tri en galloeg, pe tri en galleg a-raok ar c'hentañ a viz genver. Gallout a ra ar skolioù, skolajoù, liseoù kemer perzh. Ha Mai Ewen ha Milena a c'hell dont 'barzh klasoù ar skolaerien hag ar gelennerien evit displegañ dezho penaos ober, lakaat anezho da skrivañ ha sikour anezho da gas traoù brav da D/Taol Kurun.

Kasit ho parzhonegoù da D/taolkurun@laposte.net

evit gouzout hiroc'h : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 6 ?