Saludiñ a ra Kevre Breizh vot danevell ar c'hannad europat François Alfonsi gant Parlamant Europa

Communiqué de presse publié le 12/09/13 11:00 dans Langues de Bretagne par Tangi Louarn pour Tangi Louarn

Gant ur brasañ niver ledan kenañ (645 mouezh a-enep 26) eo bet degemeret danevell ar c'hannad europat François Alfonsi o c'houlenn ouzh ar gomision ur bolitikerezh difenn liested ar yezhoù en Europa, hag ez-ipisial ar yezhoù en arvar evel ar brezhoneg pe ar gallaoueg.

Gant an holl aozadurioù ezel eus Rouedad Europa evit Ingalded ar Yezhoù, ez eo laouen Kevre Breizh, ha saludiñ a ra ar c'hannad europat korsikat dilennet en anv EELV ha Pobloù ha Rannvroioù Kengred evit e labour hag an holl re o deus kemeret perzh en degouezh-se.

Ar mennad a c'houlenn ivez ouzh ar Stadoù n'anavezont ket c'hoazh e gwirionez liested yezhoù o broioù, da gas war-raok politikerezhioù nerzhus da skoazellañ treuzkas ar yezhoù war bep live ar vuhez prevez ha foran.

Dre-se, pas vez c'hoazh ur bolitikerezh nac'hus e Frañs, pa ya minister ar Justis da skouer a-enep da implij levrigoù familh divyezhek savet amañ e Breizh, e c'houlenn Kevre Breizh, goude danevell Caron war ar yezhoù rannvro, e vefe kaset war-raok ur bolikerezh youlek en deskadurezh, er media, hag er vuhezforan evitkas war-raok yezhoù Breizh.

Goulenn a ra ouzh François Hollande reiñ al lusk war-du un divyezhegezh war bep tachenn.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 9 ?