Ar Waremm Vras

Communiqué de presse publié le 9/09/13 21:38 dans Langues de Bretagne par Cecilia Pierson pour Cecilia Pierson
https://abp.bzh/thumbs/31/31373/31373_1.jpg
Golo gant Pawel Pawlak

An holl vrezelioù a zegas ganto o lod a follentez, a loenegezh, a euzhusterioù. Pa erru termen ganto, eo kemmet da vat ar Bed. Setu dres ar pezh a c'hoarvez en istor-mañ, Ar Waremm Vras, pell koulskoude eus ar c'hadlannoù. Gaid Bozeg, ur goueriadez eus Plogoneg e Bro-Gerne, a zo bet eilpennet he buhez abalamour d'ar brezel-bed diwezhañ ha d'ul lazhadeg hirisus. A-hed an istor e klasko he c'herentiezh skañvaat he foanioù-spered. Kest un alc'hwez da zivorailhañ he spered eo, en ur vro o vont d'ar pimperlamm war-zu an araokaat. Kemm 'zo deuet da bep tra, gwechoù war an tu mat, gwechoù all avat...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 3 ?