Distro-skol Diwan : un diouer a skolaerien

Communiqué de presse publié le 2/09/13 0:23 dans Société par Bertrand Deléon pour Bertrand Deléon
https://abp.bzh/thumbs/31/31312/31312_1.jpg

Meur a skol zo hep skolaer pe gant un diouer a skolaerien en distro-skol-mañ. E-lec'h all ez eus chomet kudennoù e skourr.

Pa ouzer :

- ez eus bet ur bern skolaerien bet aet kuit eus Diwan pe skarzhet paneveken ;

- n'eus ket bet tutaet a-walc'h warlene evit respont d'an ezhommoù ;

- n'eus ket bet gwelet kalz a vruderezh da duta ha mann ebet er mediaoù ;

e c'houlenn ar SNEIP-CGT gant pep hini ac'hanoc'h skignañ ar galv amañ dindan. Ho pediñ a reomp ivez da vodañ an holl c'hopridi evit adaozañ mont en-dro Diwan er bloaz-mañ, diouzh savboent hag ezhommoù an dud a-vicher.

Galv :

Diwan zo o klask skolaerien-erlec'hierien evit ar bloavezh-skol 2013-2014 e Breizh a-bezh (5 departamant) hag e Pariz.

Bac + 2 – brezhoneg komzet ha skrivet.

Ar SNEIP – CGT a ray e seizh gwellañ evit ma vefe roet kevratoù dereat dezho.

Evit ar SNEIP-CGT,

Bertrand Deléon, CGT Diwan.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 8 ?