Lan Tangi : barzhoniezh ur beajour

Communiqué de presse publié le 18/08/13 18:26 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/31/31215/31215_1.jpg
(345 vues)

Re a drouz dindan teltenn vras an «Egor Komzoù» (Espace Paroles), met brav e oa al lennadenn gant an delenn

Brudet eo Lan, nebeutoc'h eget e breur Bernez koulskoude. Anavezetoc'h eo evit e labour pedagogour e Roudour a stumm bep bloaz stajidi kad da breg e brezhoneg goude c'hwech pe eizh miz, gant un hentenn anvet ar «suggestopedia».

Lakaat a ra e pleustr an hentenn-mañ pa vez lennet gantañ en un doare sioul ken ken e oberenn, dastumadeg barzhonegoù un den graet gantañ kalz a veajoù er bed. «Mousafir», titr al levr embannet e 1997, a dalv «beajour» just a-walc'h e Turkia ha meur a vro.

Met er pennad kentañ an abadenn en doa lennet e oa kentoc'h istor bugaleaj an den ganet e 1951, savet e Menez Are. Setu fin ar barzhoneg :

«E lagad ar vroñsenn

E-kreiz kalon ar vleunienn

E c'hellez lenn ma sellez mat

Huñvre an irin hag hini an aval

Ar c'hraoñ-kelvez

Ar sistr hag ar glav»

«Hennezh n'anaveze ket c'hoazh

Avel-dro ar pevar amzer o vuanaat»

«Bugaleaj

Devezhioù peurbadelezh.»

Lan Tangi

Mousafir, Embannadurioù Skrid, 1997


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 9 ?