Merc'hedigoù bro Euskadi

Communiqué de presse publié le 7/08/13 10:39 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
(345 vues)

Er gêr e vez komzet euskareg d'ar vugale er familhoù mennet, bet skolidi o zud e Seaska, hag er familhoù o deus adperc'hennet o yezh, bet kentelioù noz (AEK) gant o zud hag un nerzh divent enne alies.

Hozta, kêriadenn 600 ene enni. Un ti e-kreiz ar gêriadenn, bet un ostaleri gwechall. Hiziv an deiz e vev ennañ tiegezh Asisko, treser brudet e bro Euskadi, graet gantañ ar film «Garxtot», bannoù-treset, luddresadennoù...

Euskareg yezh an ti, yezh ar vignoned, yezh ar re vihan hag ar re yaouank. Met diaes e vez gant an amezeien a oar ar yezh ha n'o dez ket re c'hoant da gomz gant an estrañjourien-se, nevez-deuet d'en em staliañ eno. Ha da Zevezh ar redadeg, n'a ket an amezeien-se da redek. Chom a reont er gêr. Ar re nevez-deuet eo a ya da redek, ar re-se hag a vez o teskiñ ar yezh hag a zo deut... eus Bourdel.

Ne vern, selaou plac'hig Gexi o kanañ meur a don en euskareg, n'eo ket ur burzhud, a ro spi d'an holl re a stourm evit ar yezhoù bihan. Hag ur c'hoant eo, ur c'hoant don en dud o deus dibabet komz yezh ar vro, ha setu tout.

Ar video : chug karotez graet gant Leixa hag Asisko (ur sitroñsenn, avaloù ha karotez e-leizh), ha da c'houde, an abadenn «pastorala» gant ar vugale o tañsal hag o kanañ.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 9 ?