Prezegennoù Skol-Veur Pobl Vreizh e-pad Emvod ar Gelted 2013

Agenda publié le 27/07/13 0:28 dans Cultures par bretonne Université Populaire pour bretonne Université Populaire

Program

Meurzh 6

15 e 30- Laurent Bigot (kelenner, klasker, soner) : Biniaouier ha bombardoù a-raok BAS

«A-benn-kaer àr-lerc'h ar brezel e oa hep mar ebet a-drugarez da saverion BAS e oa bet lusket ur gwir stourmad pobl evit adperc'henniñ sonerezh Breizh.

Ar sonerezh-se hag a veze kaset kement àr he lerc'h a-raok ar brezel, setu-hi e-korf un nebeut blezioù etre daouarn Bretoned yaouank entanet… Ha kement-se gres da grouidigezh ar bagadoù ha da heul gete benvegoù nevez degouezhet er vro ha gres da startijenn krouerion BAS… Penaos e oa an traoù a-raok ar brezel ? Petra a veze gwelet a sonerezh Breizh ? Get pesort benvegoù e veze graet ? E pesort kornadoù ? Daousto hag e oa ag ur luskad folklorel ? Da holl ar goulennoù-se e klaskimp respont !»

17 e - Mikael Bodlore : Sonerezh « hengounel » ha sonerezh « klasel » breizhat

Ar Vretoned, trama oa an holl hengounioù pobl é tihun en XIXvet kantved, a zo bet é klask e kondon o sevenadur evit sevel un oberenn dibar, diaraogourez ur skol sonerezh a Vreizh… Mikael Bodlore-Penlaez hag en deus savet nevez 'zo, àr-un-dro get Aldo Ripoche, ur bladenn-levr divyezhek «Musique classique bretonne / Sonerezh klasel Breizh» (emb. Coop Breizh, 2012) a ginnigo deomp poltred unnek sonaozour o deus lezet tres-kaer en Istor Breizh.

Merc'her 7

15 e30 - Erwan Chartier (klasker, embanner ha skrivagner): 2 gantved etrekeltiegezh breizhat

Danvez ar brezegenn-mañ a vo diskoueziñ penaos emañ daet àr-wel, pazenn-ha-pazenn, an etrekeltiegezh e Breizh a-c'houde an XIXvet kantved ha penaos emañ savet da wirvoud en he identelezh a-vremañ.

Erwan Chartier-Le Floch a zo kazetenner, embanner ha klasker e CRBC Roazhon 2 lec'h ma ro kentelioù diàr-benn ar broioù keltiek kempred. Emañ edan embann «Histoire de l'interceltisme en Bretagne» (emb. Coop Breizh, Mezheven 2013).

17 h30- Jean-Jacques Monnier (istorour) - Olivier Caillebot (kazetenner) : Breizh ha Kelted Iberia

Derc'hel a ra Olivier Caillebot ha Jean-Jacques Monnier get furchal e-barzh istoer Breizh e stumm un atersadenn-prezegenn get sonerezh ha bannadenn filmoù ha skeudennoù. Ar wezh-mañ e tivizint diàr istoer Breizh hag he darempredoù get ar mor hag ar broioù kelt arall ag an amzerioù koshañ betek hiriv. Dizoloet e vo emañ daet brav lies a-walc'h get Breizh dre m'emañ lec'hiet e-kreiz bed ar meurvor Atlantel ha dre an darempredoù ken oberiant doc'h tu Iberia er C'hreisteiz ha doc'h tu an Hanternoz. A zazc'hoarioù e vo tu selaou doc'h kanererezed ha sonerion evit skeudenniñ en-pleustrek ar mennozh ha degas dezhañ ur liv arzel. Get Didier Dreo, Alix Caillebot ha kanerezed ar Loeroù Ruz…

Yaou 8

15 e 30 - Patrick Malrieu (kensavour Dastum, prezidant Skol-Uhel ar Vro) :Polig Monjarret, e vuhez, e oberoù, e levezon

Bannerezh filmoù ha prezegennoù a genlod get Nolwenn Monjarret.

Gwener 9

15 e 30 - Bob Haslé (prezidant BAS) : BAS, disoc'h 70 blezad labour

E dibenn ar brezel-bed kentañ e oa kultur ar bobl e vont da anaon. Hep ar lusk kaset get un dornad tud entanet n'he dehe ket ar sonerezh hengounel ar plas a zo geti bremañ. Ar stourm a voe kroget neuze evit kreskiñ talvoudegezh ar pleustroù kulturel en doa saovet an hengoun ha roet e e wiriegezh d'ar glad-se.

An nevezadur-mañ a dremene neoazh dre amparadur ur framm aozet hag efedus, Bodadeg ar Sonerion. Destrizhoù melestradurel, mererezh ekonomikel, diorreadur raktresoù… ret eo bet kenurzhiiñ, kenstummiñ, urzhasaat an organ diabarzh evit roiñ dezhañ holl e nerzh ; a-hed ar bloavezhioù en deus BAS kemeret e greñv èl oberour kulturel bras e Breizh. Ar palioù orin a zo bet tizhet. Ar c'hultur, avat, a chom un dachenn kizidik ha ne zlee james bihanaat ar strivoù evitañ.

Perzh peurziarvarus ar c'hevredigezhioù sevenadurel evit talvoudekaat ar glad-se ne guzh ket an diaesterioù a gavont evit bout. Pesort dalc'hoù o deus ar frammoù harzet doc'h emsaverion ? Eztaolennadur an dalc'hoù kevredigezhel a roio tu da gompren skog frammadurel hollbouezus an organoù e talvoudegezh ur glad pinvik ha bresk àr-un-dro.

17 e - Tudi Kernalegenn (doktor e skiantoù politikel : Ar Luskad kevredigezhel

Doc'h dibenn an Eil Brezel bed, muioc'h evit biskoazh e oa bet lakaet bec'h ha divri àr ar re a glaske sevel krog Breizh. Pal ar c'hinnig-mañ a vo, adal ar CELIB betek stourm enepnukleel Plogoñv en ur dremen dre harz-labour ar Joint Français, displeg e ta en-dro Breizh a-benn da lakaat he azgoulennoù da zanvez preder hag araokaat evit kevredigezh hor rannvro. En arbenn a gement-se e vo taolet ur sell don àr perzh ar stourmoù sokial ha kani ar bed kevredigezhel.

Diskouezadeg ag ar 5 d'an 9 a viz Eost « Sonerezh klasel Breizh / Musique « classique » bretonne

8 panell e galleg / brezhoneg, endro da 7 dodenn :

• Nevez-amzer ar pobloù

• Strollad ar Pemp

• Sonerezh Breizh

• Guy Ropartz, an ozhac'h-meur

• Cras, Ladmirault, Ar Flemm

• Kevredigezh ar sonaozour breizhat

• Hag ur Skol Sonerezh breizhat a vo ?

Diskouezadeg Akademiezh Paul Ar Flemm

Da vout gwelet a 9e da greisteiz hag a 2e da 6e d'enderv e hall degemer ar Gambr Kenwerzh, 21 kae an Indez, 56100 An Oriant.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 7 ?