Kinnig lezenn kannaded Breizh : cheñch ar vonnreizh evit gellet sinañ Karta Europa ar yezhoù rann

Communiqué de presse publié le 11/07/13 13:18 dans Politique par Jean-Luc BLEUNVEN pour Jean-Luc BLEUNVEN

Tregont kannad eus Breizh (war ar 31 a zo a gleiz e Breizh pemp departamant) o deus sinet ur raktres lezenn a lavar penaos eo posubl cheñch ar vonnreizh evit ma c'hellfe Bro C'hall sinañ Karta Europa ar Yezhoù bihan. Fiziañs m'eus e vo moaien neuze bodañ ar C'hongrès (ar Sened & ar parlamant) araok fin ar bloaz. Ret e vo neuze dont a benn da dapout 3/5vedenn eus ar mouezhioù 'vit cheñch ar vonnreizh.

A drugarez da labour Jean-Jacques Urvoas, prezidant komision al lezennoù, e c'hellomp bremañ lavaret penaos e viche posupl henn ober.

Daou zoare 'zo da cheñch ar vonnriezh : pe 'vez graet ur referendum, pe 'vez bodet ar C'hongrès. François Holland ne fell ket dezhañ ober ur referendum, ar pezh a zo un dra vat. Dao 'vo neuze bodañ ar C'hongres. Simple o ar reolenn neuze : ret eo kaout muioc'h 'vit 3/5vedenn eus ar mouezhioù 'vit cheñch ar vonnreizh.

Bez e ranko bremañ an holl strolladoù politikel lavaret sklaer o soñj war ar yezhoù rannvroel. Evit kaout mouezhioù a walc'h e rankimp bezañ unanet, a-gleiz e giz a-zehou.


Vos commentaires :
Mikel Roudaut
Dimanche 22 décembre 2024
Ha perak n'eo ket mat ober ur referendum ?

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 7 ?