Kenavo Ivan, demat Marie !

Communiqué de presse publié le 9/07/13 11:36 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Goude bezañ bet rener ar skol e-pad pell, setu Ivan Kerever o kuitaat skol Diwan Kemperle evit mont da Vanaleg

Skol Diwan Kemperle : un istor hir, gant pennadoù stourm evel hini bloavezhioù 1994/1995, pa oa 40 bugel evit un ti savet evit pemzeg ... ha pennadoù brav gant kerent ha mignoned oc'h aozañ asambles gouelioù, festival Taol Kurun, kentelioù noz.

Ur sportour eo rener ar skol, bet trec'h meur a wech e «Raid des Moulins» (VTT, redadeg, kaiak), aozet oa bet gantan meur a dra, abadennoù, sportoù (bageal a blij dezhan kalz). Ur rener plijus evit an holl, prest da sikour atav, hag a oa digwener o trugarekaat rener kentan ar skol, Herve ar Gall, desket gantan ar vicher skolaer ha rener.

A-benn miz Gwengolo e vo 20 bugel ouzhpenn er skol. Savet e vo gant an ti-kêr ur savadur fiñv buan evit lojan ur c'hlasad nevez. Peder skolaerez a vo gant pevar c'hlasad. Staliet mat eo skol Diwan Kemperle, gant kerent mennet, hag ur c'huzul skoazell, kentelioù noz, gouelioù an hañv ha gouelioù ar goañv, ha bugale plijet da vont d'ar skol e brezhoneg.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 1 ?