DONEDIGEZH AR GEDOURION E KREIZ BREIZH

Agenda publié le 4/07/13 11:00 dans Religion par Eflamm Caouissin pour Ar Gedour Mag
t:1
https://abp.bzh/thumbs/30/30715/30715_1.jpg

Ur vouezh ho peus hag e faota deoc'h diorren teknikoù kan, kanañ a liesmouezh met ivez a unvouezh ?

Ho kortoz a ra GEDOURION KREIZ BREIZH.

Karout a rit Breizh hag e gantikoù breizhad ?

Ho kortoz a ra AR GEDOURION.

Karout a rit Doue ha kanañ ivez, met ne gomzit ket brezhoneg ?

Kudenn ebet, ho kortoz a ra AR GEDOURION. Oc'hpenn-se, kanennoù e galleg hag e latin a vez kavet er sac'h kanennoù ivez.

Daoust ma n'oc'h ket katolik eh oc'h tost neoazh d'ar c'hantikoù ha d'ar garantez evit Breizh, hep bout serret àr ar relijion ?

Ho kortoz a ra AR GEDOURION.

C'hwi ivez neuze, na c'hortozit ket muioc'h, emezelit d'ar strollad GEDOUR AR MINTIN... Ar strollad kan-mañ a zo anezhañ abaoe trizek vloaz. Ur strollad sonerezh a vez é vout krouet ivez. Pleustriñ a rei evit ar wec'h kentañ d'ar 5 a viz Gouere en Iliz ar Faoued, da 9e d'an noz.

Muioc'h a keloù war www.ar-gedour.fr pe gedourionarmintin@gmail.com


Vos commentaires :
Vendredi 3 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 1 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.