Hollande en Oriant warc'hoazh : kemerit perzh en obererezh 56 !!

Agenda publié le 30/06/13 19:54 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh
t:1
https://abp.bzh/thumbs/30/30660/30660_1.jpg

A-benn warc'hoazh, 1añ a viz Gouere, e teuio prezidant ar Stad C'hall d'an Oriant evit digeriñ war an ton bras ospital nevez e gamaladJean-Yves. Ar wech diwezhañ e oa deuet d'an Oriant e miz Ebrel 2012 da vare eil tro an dilennadegoù. An danvez prezidant François Hollande en doa prometet war ar groaz e vefe peurwiriekaet karta Europa ar yezhoù minorel. Ha kerkent hag aet e-barzh… ankouaet e c'her gantañ !

Degas a reomp da soñj e oa bet raktreset gant ar Stad c'hall peurwiriekaat an 39 foent bet choazet diwar an 98 pa oa bet sinet d'ar 7 a viz Mae 1999. E 2013 e c'hortozomp c'hoazh !

Ni, brezhonegerien ha/pe mignoned ar brezhoneg, a c'houlenn groñs e vefe anavezet hor yezh ha doujet ar re a gomz anezhi ! Ret eo da François Hollande ha d'e c'houarnamant derc'hel d'ar bromesa niv. 56 bet graet e-kerzh an dilennadegoù.

Ma gav deoc'h ivez e rank ar stad C'hall doujañ ouzh ar brezhoneg hag ouzh ar Vretoned, ma gav deoc'h ivez e ranker peurwiriekaat karta ar yezhoù minorelaet, roit ho mouezh da glevet adalek warc'hoazh mintin !

C'hwi eo a gaso an oberenn 56 da benn ! Lavarit da servijoù ar stad n'oc'h ket laouen, goulennit kontoù digant Hollande keit ma vo o pourmen e galite en Oriant, degasit soñj deus ar pezh en doa embannet aze warlene. Tout an dud a c'hell en ober : n'eo ket diaes ha ne gemero ket ouzhpenn 5 munut deoc'h ! Bezomp kantadoù o plantañ reuz e servijoù ar Stad ! Taolit evezh memestra, grit trouz met gwelloc'h eo chom hegarat...

ADALEK DILUN, D'AR 1AÑ A VIZ GOUERE, DA 9eur hag an devezh-pad :

KEMERIT PERZH : PELLGOMZIT, SKRIVIT POSTELIOU, IMPLIJIT AR PELLEIER

Arnaud Hellégouarch : 02 97 54 87 03


Sylvie Morisseau : 02 97 54 87 23


Niverenn hezoug ar servij kehentiñ : 06 71 07 42 57


Pell : 02 97 42 59 45


Postel : mailto:pref-communication@morbihan.gouv.fr

Heulhiit an oberenn war lec'hienn Ai'ta ! (ai-ta.eu), gellout a rafe cheñch an niverennoù e-kerzh an devezh. Bezit war evezh eta, ha SKIGNIT AR C'HELOU-MAÑ TRO-DRO DEOC'H , goulennit gant ho kamaraded hag ho familh kemer perzh ivez...

Ha gellout a rit kelaouiñ ac'hanomp deus an doare ma vezo degemeret hoc'h evezhiadennoù oc'h embann ur gerig amañ dindan, pe o kas ur postel deomp : ai.ta.brogwened@gmail.com


Vos commentaires :
Lundi 29 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 9 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.