Emgav lennomp asampl a-benn disadorn

Agenda publié le 24/06/13 17:46 dans Langues de Bretagne par Christian Le Meut pour Christian Le Meut

Kerlenn Sten Kidna a ginnig, d'ar sadorn 29 a viz mañ adalek 10e betek 12e, e mediaoueg Brec'h, un emgav Lennomp asampl. Ar pal : displegiñ e brezhoneg al levrioù (pe kazetennoù) lennet 'nevez zo get an dud (levrioù e brezhoneg, pe e galleg, pe en ur yezh all). Romantoù, barzhonegoù, teatr, istor, skiant, danevelloù, c'hoariva, bandennoù treset, kazetennoù... A-vat e vo an abadenn, e brezhoneg, digor d'an holl. Aozet e vo get Kerlenn Sten Kidna ha mediaoueg Brec'h. Diskouezhet e vo al levrioù ha Dvdioù nevez kaset get Kerlenn Sten Kidna d'ar vediaoueg (war dro 100).

STENKIDNA2@wanadoo.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 3 ?